[BR] Ar cheñchamant hin displeget d'ar gleskered

0 ratings

Komz a ra an holl diwar e benn, met n'ho peus ket komprenet gwall vat e pelec'h emañ an dalc'h dre just. Daoust petra eo ar sapre cheñchamant hin-se ?

Pe, er c'hontrol, komprenet pep tra ho peus, met en dizesper oc'h da lakaat ho mignoned da gompren petra eo, kar n'int ket evit intent seurt en dra-se ... ?

Gwiskit botoù ur glesker, splujit e-barzh ar gasterolenn, Sklaeroc'h e vo pep tra... ha tommoc'h !

Gant an 8 pajennad bannoù treset-mañ e vez diverret en ur mod peuz-skiantel ha diwir, hep mont re bell ganti 'vat, ar pezh a rank an nen kompren diwar-benn an dalc'h-se ... Hag eñ pouezus un disterañ evit hom amzer da zont !

N'omp ket klimatologourien holl. Hag evel e vez stadet er Guardian, « An darn vrasañ deus an dud a intent ar bed gant istorioù ha skeudennoù, ha n'eo ket gant listennadoù niveroù, dielfennoù statistikel, peotramant grafoù teknikel. Kement-se zo kaoz eo pouezus-tre kaout doareoù da droiñ ha da zisplegañ yezh chimik an dezrevelloù skiantel en ur mod dedennusoc'h ».

I want this!

Le téléchargement contient soit l'ebook au format Pdf, ePub et Cbz, soit le fichier Pdf prêt à imprimer si vous souhaitez en faire des vrais exemplaires papier à diffuser autour de vous. ⚠ Il est recommandé de payer via PayPal pour éviter des frais d'achats à l'étranger (Gumroad est basé à San Francisco) ⚠

Pages
8
Format de fichier
Pdf, ePub et Cbz
Format de papier
A5
Licence libre
CC-by-sa 4.0
DRM
Non
Copy product URL
€0+

[BR] Ar cheñchamant hin displeget d'ar gleskered

0 ratings
I want this!